Tennet eus ur skridaozadenn 4re klas diwar-benn an nevezamzer, gourc'hemennoù da Amélie evit he gouiziegezh hag he doare plijus da gontañ...

Evit  ar C'hresianed e veze graet ar cheñchamantoù mareoù-bloaz gant an doueez Demeter hag he merc'h Persevon.

Un deiz ma oa Persevon o kutuilh bleunioù e-barzh ur jardin e voe gwelet gant Hades, doue an ifern. Hades a gavas ar plac'h brav hag a zivizas skrapañ anezhi. Neuze e teuas un toull war wel dindan treid Persevon hag e kouezhas houmañ en ifern. Met ul lezenn a zo en ifern : neb a zebro an disterañ tamm boued a zeu eus an ifern a chomo en ifern. Neuze ne zebras Persevon tamm boued ebet.

E-keit-se, war an douar, he deus gwelet Demeter e oa aet Persevon diwar wel. Neuze e-pad eizh devezh e kerzhas en ur leñvañ. Met an natur a grogas da vervel. An dud, aon ganto da vervel gant an naon, a yeas da gaout Zeus, roue an doueed. Zeus, goude bezañ klevet o istor, a lavaras da Zemeter da vont da welet Helios, doue an heol, a c'hell gwelout an holl draoù a vez o c'hoarvezout. Helios a gontas petra oa c'hoarvezet. Neuze Zeus a c'houlennas digant Hades rentiñ Persevon. Persevon a oa ken laouen ma tivizas debriñ ur c'hreunenn ha chom a reas prizoniadez Hades.

Evit ma ne vije ket trist Demeter e tivizas Zeus lakaat Persevon da chom daou vare-bloaz en ifern (diskaramzer ha goañv) ha daou vare-bloaz gant he mamm (nevezamzer ha hañv). Neuze eo en nevezamzer ma teu en-dro Persevon...

Amélie
Degemer