Gweladenn an 3de klas e Mirdi Arzoù-kaer Kemper
D'ar Gwener 3 a viz Ebrel eo bet kaset ar c'hlasad 3de da sellout ouzh an diskouezadeg « Gauguin – La Vision du sermon » a vez kinniget er mare-mañ e Mirdi Arzoù-kaer Kemper.
Un diskouezadeg a bouez bras eo e meur a geñver : ne oa ket distro an daolenn-se da Vreizh abaoe ma oa bet livet gant Gauguin e Pont-Aven e 1888. Ouzhpenn da se ez eo un oberenn he deus ur plas dibar en istor arzoù ar gweled : gant an daolenn-se e voe diazezet al luskad anvet sintetouriezh (daoust ma'z eas da fall an darempredoù etrezañ ha Bernard, rak pep hini anezho a soñje en doa krouet al luskad-se), ha Gauguin a zo e-touez an tri den o deus diazezet an arz modern, asambles gant van Gogh ha Cézanne.
Aketus eo bet an holl, ha displeget mat-tre, hag e brezhoneg, eo bet an diskouezadeg gant Annaick Loisel.
Dindan un eurvezh o deus gellet ar skolajidi arvestiñ ouzh 29 oberenn zisheñvel, savet gant Gauguin, Emile Bernard pe c'hoazh van Gogh. Komprenet mat o deus penaos o doa Gauguin ha Bernard diazezet o arz koulz war danvez Breizh (mod-bevañ an dud) ha war danvez Japan (stampennoù).
Ambrouget eo bet ar strollad gant Ronan Ménardeau, kelenner arzoù, ha Gael Peron, kelenner matematikoù an 3de klas.
Aliet e vezer da ober kentelioù istor an arzoù er skolajoù : anat eo n'eus netra gwelloc'h evit mont da sellout ouzh oberennoù a-benn kompren emdroadur an arzoù!