Ar re bevare o deus kroget da labourat : tri strollad, unan gant Stephane Philippe evit gallout kinnig filmoù berr gant tresadennoù levezonet gant fotoioù niverel ar c'harter o cheñch penn, ur strollad all a ra labour kazetennerien gant atersadennoù berr (kroget o deus dija gant Andre Calvez ha Rachid Ben Rahal). Krouet e vo filmoù berr gant ur strollad all, doare "Ken Tuch", war bank ar porzh. Setu Amelie o filmañ Yuna hag Helena : penaos kas ul lizher d'he muiañ karet ? Diskouezet e vo o labour war Internet war ul lec'hienn nevez anvet "tv diwan Penharz" 'benn ur mizvezh, pa vo echu al labour krouiñ-mañ. Kelaouet e voc'h e koulz, rit ket bil !
Setu ur pennad gazetenn diwar-benn dazont an Ephad kozh "Ti ar Brug" skrivet gant Nelly Cloarec (Ouest France).
Skolaj er sinema
3252
…
An daou glasad 4re a zo bet er sinema dec'h goude-merenn evit kemer perzh er raktres "Skolaj er sinema". Aozet eo ar raktres gant ar CNC (Centre National du Cinéma et de l'Image animée). Ar skolajidi a zizolo filmoù e-pad skignadennoù...