Daou skrid a oa er bloaz-mañ. "Gouel" bet skrivet gant Mich Beyer evit ar re yaouankañ ha "friko zo da gaout" gant Herve Bihan evit an dud deuet.

39 den o deus kemeret perzh :

AL LOREIDI :
1            CE : 1 – Klervi Rouyer
2            CM : 1 – Mael Feray
3            Oadourien o teskiñ : 1 – Loig Philippon
4            Skolaj : 1 – Marine Laisement
5            Oadourien live etre : 1 – Le Don Yveline
6            Oadourien barrek : 1 – Huguette Gaudart
7            Oadourien ampart ha lise : 1 – Pascal Boccou
8            Oadourien live uhel : 1 – Gwenael Emelyanoff

Dibabet int da vont d'ar gourfenn e Roazhon d'ar 16 a viz Mae 2009.

Trugarez d'an holl skolajidi o deus kemeret perzh ha gourc'hemennoù ispisial da Varine 3de klas a zo aet ar maout ganti ha da Liza 6ved klas, deuet da eil ha bet roet dezhi ur priz kalonekaat.


























Ar re yaouankañ ha tud gour o teskiñ





























An dud gour





























Laouen an holl gant o frizioù


An div destenn :

GOUEL


Sadorn zo. E kreiskêr emañ an holl, o c'hortoz digoradur Meurlarjez. Er straedoù e weler lapined bihan o lammat, boudigoù koant ha priñsezed o redek, tasmantoù gwenn o tañsal, maskloù skrijus o c'hoarzhin. Emañ an Den Paolig o tont !
(fin reizhskrivadeg ar CE)


Du eo plasenn ar marc'had gant an dud. Du n'eo ket ! Leun a livioù laouen ar gwiskamantoù ne lavaran ket ! Glav munut zo oc'h ober, met den ne ra van. Gouel nemetañ ar goañvezh eo hag an holl, ar re vras hag ar re vihan, a fell dezho kemer perzh ennañ. Betek ar Merc'her e pado rak ur gouel evit tud kalonek eo !
(fin reizhskrivadeg ar CM)


Erru eo ar sonerien dreuzwisket hag an traktour kozh, warnañ ar boulom bras koad ha kartoñs. Leuniet eo bet e gof gant plouz ha danvez-tarzh. Bep bloaz e vez dibasiant an arvesterien o c'hortoz gwelout e benn ! Emaint bremañ o sellout ouzh ar wazed a ispilh an delwenn farsus ouzh talbenn ar c'hoc'hu. Pa vo bet staliet e stago an dud da ganañ ha da youc'hal. Evel-se e vez roet lañs d'ar gouel.
(fin reizhskrivadeg an dud gour o teskiñ)


Antronoz e vo miliadoù a dud e kêr, digoret e vo ar stalioù madigoù, bignez, fritez, krampouezh... Taget e vo ar fronelloù gant frondoù liesseurt, e-touesk ur cholori bouzarus a vinvioù skiltr, a c'harmadegoù, a stlakadegoù daouarn.
(fin reizhskrivadeg ar skolaj)


MICH BEYER

FRIKO ZO DA GAOUT


War wel emañ ar jiboez gwellañ, ouzh krogoù a-us d'an taolioù : klujiri, kefeleged, yarezed-gouez, ha kement zo, o c'hortoz bezañ displuet. Ar wenaerien o kas ar chas o deus degaset kig all ivez : daou bemoc'h-gouez, ur yourc'h, ur pezh pikol karv.
Emañ bremañ ar geginerien hag ar varmitoned ouzh ar fornigelloù tomm-gor. Tinell vat a vo. Kastelodennoù, kaoterioù, pilligoù o stekiñ ouzh an tan hag o lakaat an ognon, ar c'hignon, ar sivolez da gejañ gant ar gwin ruz tev evel gwad ha da ezteurel c'hwezh vat ar c'hig-sall rouzet en amann.
(fin reizhskrivadeg an dud gour a live etre)


N'eus den etre daou, ret eo kas ar gefalenn betek penn. Lore, tim, perisilh o lammat er chidhouarn.
Emañ fronelloù an holl war atiz argadennoù an temzoù, ar c'hwezh vat, an aezhennoù frondus. Glaour a zeu da bep hini.
Pep hini zo e c'hwez : ret d'ar boued bezañ aozet e koulz, hag ar geusteurenn n'eo ket pare c'hoazh. Friko bras zo da gaout. Mennet kement hini zo ouzh ar c'hlavier da gas e gefridi da benn.
(fin reizhskrivadeg an dud gour varrek)


Huchadennoù ar pennkeginer, c'hoarzhadegoù e voused, urzhioù mestrez an ti. N'eo deuet c'hoazh "Ouzh taol !" burzhudus, pell a vezañ. Kiañ ha kiañ c'hoazh. E-keit-se ec'h eo bet digoret an istri ha taolet o dour kentañ, ec'h eo bet dreset ar grilhed-traezh war o fladoù ha fardet ar mayonez lipous ac'h aio gante. Ambrouget e vint gant kregin Sant-Jakez tomm o tislonkañ o amann melen-rous hag o tispakañ vertuzioù ar c'hignon bet lakaet gante.
(fin reizhskrivadeg al liseidi hag an dud gour ampart)


Kaer e vo an dimeziñ etre ar mor hag an douar : ar paotr hag ar plac'h nevez zo gante argouroù leun a bromesaoù frondus.
Met fennet zo ur gastelodennad chaous. Naetaat hag adkregiñ e-barzh. Stourm ouzh an amzer. An Itron, mestrez an ti, eo duoc'h-duañ he selloù. E pred hag e kentel e ranker bezañ.
Klevet e vez ar sonetez o tintal. Ar gouvidi gentañ o tont. N'eus ket da dortañ ken.
(fin reizhskrivadeg an dud gour a live uhel)


HERVE BIHAN

Degemer