ABADENN C'HOARIVA E PLOGASTELL : PLIJADUR A ZO BET !









                            









   Roue an harzoù                                                                                   
Marie-Hélène ha Sylvain   

     
Kant ugent a dud, pevar-ugent skolajiad ha daou-ugent den eus an diavaez (tud eus Karaez, eus ar gevredigezh C'hoariva, eus Ti ar Vro, kerent diavaezidi ...), ha div abadenn disheñvel-tre.

Da gentañ labour eizh plac'h, bet skoliataet e Gwened e trede hag a zo bremañ en eilvet klas. Labouret o doa ar bloaz paseet e-pad ur staj ur sizhunvezh war ur pezh-c'hoari skrivet gant ur skrivagner eus Bro-Chile. Kendalc'het o deus ganti el lise, sikouret gant Tony Foricheur. Ur pezh-c'hoari fromus a gomz eus diasterioù pobloù Suamerika a glask tremen an harzoù evit gounit un tamm arc'hant. Hag ar c'hoari e penn kentañ (daou vignon a zo, pep hini d'e dro, roue ha mevel, "Babaed", ha tamm ha tamm e teu da vezañ un dikatouriezh ...).

Un doare d'en em ginnig : anv ar strollad c'hoariva


Dibosubl eo tremen an harzoù


Archerien a vir ouzh ar pobloù paour a dremen

 An eil pezh-c'hoari avat,  ne oa ket ken sirius : c'hoarzhadegoù e-leizh, ha koulskoude e oa klasel-kenañ an danvez : ar 4 mab Hemon, unan eus ar pezhioù-c'hoari kozh brudetañ  e brezhoneg. Deuet Sylvain da ginig deomp ur pezh mell abadenn. Met ne erru ket ar c'hoarierien.  Aet d'an touflez ar c'harr-boutin abalamour d'ur gazeg aet da c'haloupat war an hent !
Neuze eo ret d'an den a oa o kinnig, Sylvain Botrel, ha da blac'h ar c'hempenn, Marie-Hélène Conan, kas war-raok an abadenn, o kemer, e-touez an arvesterien, ar c'hoarierien...



Kavet ar c'hoarierien


Setu dibabet ar gward Olier, ar roue Charlemagne hag ar ramz : Loic Jade.


Ar ramz o vont de'i !

Setu ar briñsez, Pauline hag ar mab Hemon, Lewellyn o tiskleriañ o c'harantez ... sikouret gant an daou c'hoarier a ziskouez dezho penaos ober.


Ar vrientinien amourous
Degemer