Piv a zo kablus eus marv Desdemona ?
Goude ur pennadig eürusted etre an daou bried e kas Yago Otello war hent
ar warizi : Da gentañ e ro dezhañ da gompren n'en deus ket eñ fiziañs e Kasio. Da eil e lak e vestr da verzout eo bet touellet Brabansio gant Desdemona ha ne vefe ket diaes dezhi e dromplañ d'e dro.
Ken fin ez eo Yago ken e teu a-benn da lakat fealded Desdemona en arvar hep lakat e fealded dezhañ en arvar. Deuet eo a-benn da gas Otello war hent ar warizi met chom a ra hemañ anaoudek-bras e-keñver Yago. Touellet eo penn-da-benn.
Er pezh-c'hoari "Otello" eo bet tromplet Desdemona hag Otello gant Yago. Hadet en deus hemañ an douetañs e kalon Otello o lakaat anezhañ da grediñ e oa aet Desdemona, e wreg, gant Kasio.
Yago a zo un den fall, leun a warizi hag a gasoni. Savet en deus en a-raok steuñv an taol fall-se. Gouzout a ouie penaos e tremenje an traoù. Rak, evel-just, en deus kredet Otello holl istorioù Yago. Implijet en deus Yago e wreg, Emilia, evit gallout ober un taol evel-se.
Laeret he deus homañ mouchouer Desdemona. Ar mouchouer-se a oa ur prof prizius-tre graet dezhi gant Otello.