MARVAILHOU MIZ DU E PLOGASTELL
Deuet e oa tri c'honter, Anjel Jacq, Yann Guillamot ha Loeiz Klec'h, a-drugarez da Di ar Vro Kemper, da Blogastell-Sant-Jermen evit kontan marvailhoù d'ar skolajidi ha d'an 20 den deuet d’o selaou d'ar yaou 20 a viz Du e salioù an Ulamir.
E 1995, pa oa bet embannet he levr gant France Empire, e oa bet goulennet gant Anjel Jacq kontañ kontadennoù Breizh en un dastumadeg evit Bro-C'hall a-bezh. Ha setu Anjel o klask kontadennoù, rimadelloù he mamm-gozh, hag o kontañ anezho e galleg da gentañ ha muioc'h-mui e brezhoneg bremañ. Tad-kozh Yann a gonte marvailhoù ivez, ha tamm ha tamm en deus desket kontañ istorioù kempennet gantañ. Da skouer hini an Transvigoudenn a gont penaos e oa an tren "birinig", hag an tren "karotez" a gase ar pesked eus ar Gelveneg betek Kemper o tremen dre Bont-‘n-Abad. Pe c'hoazh hini an arc'hael hag an diaoul e bae Gwaien, ijinet evit an abadenn " an diaoul a gan" ar bloaz paseet er Yeuc'h.
Loeiz Klec'h
Kontadennoù a bep seurt a zo bet : hir ha berr, farsus ha barzhoniel. Trugarez konterien, gant ma vo filajoù all mod-se e yezh saourus Bro-Vigoudenn
ha Landudal !