A gleiz da zehou : Mich Beyer, Yann-Fulub Dupuy ha Herve Latimier

En dibenn-sizhun tremenet e oa bet roet priz Langleiz e Gouel Levrioù Karaez da Vich Beyer evit he romant "Etrezek an enez". Ur romant leun a esmae, a from hag a gizidigezh...

Goude skridvarnadenn peurc'hoveliet Yann-Fulup Dupuy he deus
an aozerez trugarekaet  ha broudet ar vrezhonegerien yaouank da skrivañ, da skrivañ ingal bemdez, evel ma oa bet hi broudet d'ober gant Per denez pa oa studierez...

Bep bloaz e vez enoret skrivagner pe skrivagnerez gant familh an arzour Zavier Langleiz.

Anavezet eo Mich Beyer gant al lennerien yaouank evit he fennoù koltar e Menez Are pe war an enez hag evit "an dervenn" a vez studiet er bloaz-mañ e 4re klas e skolajoù Diwan.

Gourc'hemennoù d'ar skrivagnerez !
Degemer