Kiyoshi HARA
Doktor war ar sokiologiezh graet gantañ e dezenn diwar-benn "an divizoù istorel evit ma treistvevfe ar brezhoneg". Kelenn a ra er skol-veur e Tokyo. Dont a ra brav ar brezhoneg gantañ. Desket en deus hor yezh er bloavezhioù 1980, dreist-holl e skol-veur Roazhon. Da heul en deus desket ar yezhoù keltiek all...
Deuet eo da Vreizh da dremen ur pennad amzer hag ar blijadur hon eus bet d'e zegemer e 4re ha 3de klas dec'h. Respontet en deus da c'houlennoù liesseurt hor skolajidi diwar-benn sevenadur Japaniz, ar re yaouank du-hont, doare Japaniz da welout Breizh, Bro-C'hall, Europa... Goulennoù dedennus-tre ha preder enno alies a vije bet ret mont da heuliañ kentelioù an ao. kelenner Skol-veur evit kaout respont dezho !
Trugarez dezhañ evit e basianted hag e imor vat !