Kanadeg Mouezh Paotred Breizh
Bremaik en iliz Sant-Vazhev e Kemper hon eus bet ur ganadeg fromus gant Mouezh Paotred Breizh. Souezhet omp bet holl gant deroù an abadenn, O Keltia Glenmor, o tasseniñ eus pep korn an iliz, leurenniet kaer ha dispaket tener kan ar barzh !
Div eurvezh abadenn gant kanaouennoù dreist-holl a Vreizh, met reoù ivez a Vro-Gembre hag a Vro-Skos.
Kemer perzh a rae hor skolajidi e div eus ar c'hanaouennoù, ur strollad tregont bennak a c'hwec'hvedidi ha pempvedidi o kenganañ "Noz vat, dousig" diwar ur ganaouenn hengounel a Vro-Skos.
Un taol-arnod deuet da vat etre hengoun ha nevezinti a oa gant Gousperoù ar Raned ma oa deuet hor strollad rapourien da eilañ ar ganerien gant o diskan rapet eus ar rannoù. Dimeziñ dibosupl, naren, lusket brav ha deuet brav !
Da echuiñ an abadenn eo deuet ar Vro Gozh kanet gant al laz ha gant ar re eus ar skolajidi hag eus ar arvesterien a ouie ton ha pozioù...
Ur c'haer a daol-arnod en deus roet tro da adklevout gant plijadur Mouezh Paotred Breizh pe d'ober anaoudegezh ganto pe c'hoazh da gevreañ ul laz-kanañ brezhonek kaer ouzh hor skolajidi, da gaout plijadur asambles o kanañ brav ha da zigeriñ irvi nevez evit an dazont !
Trugarez da Vaela, hor c'helennerez sonerezh he deus lakaet hor skolajidi d'ober ar paz a bouez-mañ, trugarez ivez d'hor c'huzul-skoazell da vezañ aozet an abadenn ha da vezañ degemeret mat ar ganerien.