Mouezh Paotred Breizh
D'ar sul 12 a viz Here da 4.00 g.m. en iliz Sant-Vazhev e Kemper e vo ur ganadeg gant Mouezh Paotred Breizh hag ul lodenn eus hor skolajidi. Danvez un abadenn blijus a yelo ar gounid anezhi d'hor skolaj !
Abaoe an distro-skol eo krog ar pleustriñ gant Maela, hor c'helennerez sonerezh, war donioù a vo kenganet gant al laz-kanañ brudet. Hor skolajidi 6ved ha 5ved eo a gano gant ar baotred. Un dra gaer all a vo an dimeziñ etre hor rapourien hag al laz-kanañ en-dro da werz Gousperoù ar Raned...Un emgav kaer pa lavarer deoc'h. Deuit niverus !