Er stal-kanañ

Hiziv, meurzh 2 a viz Gwengolo, e oa an distro-skol evit ar 6vedidi. Un deroù hollflour ha kompez. Degemer ar familhoù, prezegenn ar rener diwar-benn ar brezhoneg yezh a vuhez er sal-liesimplij, prantadoù gant ar penngelennerezed, Fanny ha Marine, ur gentelig hag en abardaez c'hoarioù brezhonek, koulz korf ha spered. Un doare gwevn d'ober anaoudegezh gant hor c'hwec'hvedidi ha d'o sikour gant o c'hammedoù kentañ en eil derez.

Jediñ gant ur mousc'hoarzh...

Tredeog ha c'hoarierien.

Ur spered yac'h en ur c'horf yac'h...

(Marteze e krede da lod en doa hor blog lonket e loa pa oa chomet mut keid-all. Ur c'housk-hañv ne oa ken. Trugarez a wir galon d'hor mignoned a zo bet bemdez o sellet hag un dra nevez a oa ganeomp...Keleier ingal a vo diwar-vremañ a-hed ar bloavezh-skol)
Degemer