PREZEGENN 10 VLOAZ SKOLAJ DIWAN JAKEZ RIOU

Un devezh gouel eo hiziv, gouel 10 vloaz hor skolaj Diwan, Skolaj Diwan Jakez Riou. Gouel un embregadeg tud evit skoliata tud. Gouel kelennerien, kasourien, implijidi melestradurezh, implijidi ratreañ ha kempenn, skolajidi, kerent ha mignoned. Abaoe ma oa bet digoret hor skolaj e miz Gwengolo 1997, evel klasoù stag da Skolaj Roparz Hemon ar Releg, abaoe ma oa bet digoret eta e diadreñv teñval Kloerdi Santez-Anna e Kerfeunteun ez eus graet hent gant hor skolaj. An hent eus an deñvalijenn d’an amc’houloù hag eus an amc’houloù d’ar sklêrijenn.

Hor pinvidigezh en 10 bloavezh tremenet-mañ n’eo ket bet, gouzout a ouzoc’h a-walc’h, pinvidigezh ar madoù hogen pinvidigezh an dud. Hor madoù priziusañ eo ar pezh omp deuet a-benn d’ober da skoliata hor skolajidi, 242 skolajiad o deus graet o hentad eus ar 6vet klas betek an trede klas ganeomp.

Ya, stad a zo ennomp hiziv o c’hellout kejañ gant hor skolajidi gent a zo krog da bennadiñ hentoù ar vuhez hag a zalc’h daremprederezh gant Diwan ha gant ar brezhoneg. Stad ennomp ivez o welout en o zouez lod o sevel evit ar yezh hag evit ar vro. Fiziañs ivez o c’houzout n’eus ket bet hadet en aner hag e tiwano hag e c’hlazo danvez eostoù puilh en amzer da zont.

Gwir eo ez eus bet da doullañ hent hag erv etre diadreñv klasoù stag Kerfeunteun en deroù, ar gwellaat e Kerfeunteun, ar c’has kuit ac’hano hag an dont da staliañ hon ti-kelenn er skol-mañ bet Louis Hemon e karter Kervoazan war zouaroù parrez Penharz. Eus un ti-kelenn hag un ti-annez er memes lec’h rankout kavout bod d’hon diabarzhidi en Enez-Tudi ha goude-se e Kuzon betek bezañ degouezhet hiziv-an-deiz gant un dilojadenn ouzhpenn da rankout mont da Blogastell-Sant-Jermen. Gwir eo ez eus bet ranket talañ dibaouez ouzh diaesterioù danvezel ar pemdez e-keñver an aozioù kelenn ha lojañ.

Gwellaenn a zo bet, evelkent, a-hed an hent ha gwellaenn a vo c’hoazh. Skeiñ a reomp, anat, war-zu ur skolaj unanet ennañ ti-kelenn ha ti-annez. War-zu ar pal-se e skoomp a-gevret gant ar re o deus douget hor skolaj, gwellaet an aozioù buhez ennañ ha klasket diskoulmoù dalc’hmat da dremen dreist ar skoilhoù war e hent, ar gerent. Ma ne vije ket bet a skipailhoù stourmus ha mennet abaoe an deroù ne c’hellje ket ar skolaj bezañ bevet, hep ar c’huzulioù-merañ hag ar c’huzulioù-skoazell o deus roet eus o nerzh hag o amzer hep kontañ. Ra vint trugarekaet holl amañ, ar re ar muiañ war wel, koulz hag ar re ziglod...

Tamm-ha-tamm ez eus bet gellet sevel ur bersonelezh d’hor skolaj a zo tremenet e diabarzh Diwan a glasoù stag Skolaj Diwan Roparz Hemon da adskolaj Kemper, alese da Skolaj Diwan Kemper hag ac’hano da Skolaj Diwan Jakez Riou. Anv ur skrivagner brezhonek kernevat brudet a zo stad ennomp o tougen. Ma ‘z omp anavezet evel skolaj gant Diwan ez eus lec’h da grediñ ivez e vimp anavezet evel skolaj dioutañ e-unan gant an Deskadurezh-Stad a-barzh pell.

Kement-se holl, avat, evit gellout derc’hel gant an erv eur krog da doullañ 10 vloaz ‘zo bremañ. Reiñ d’hor skolajidi un deskadurezh a zoare dre ar brezhoneg ha reiñ dezho ar brezhoneg evel yezh er vuhez. Reiñ dezho dre ar soubidigezh barregezh war an deskiñ yezhoù, reiñ dezho c’hoant gouzout, c’hoant dizoloiñ, c’hoant rannañ gant sevenadurioù all ar bed-holl. Reiñ dezho spered a genskoazell dre ar vuhez a-stroll hag an darempredoù en ur skolaj a vent denel ha gant ar vuhez en ti-annez a dlefemp gellout kinnig en-dro d’an holl en amzer da zont. Reiñ d’an holl o gwellañ chañsoù da doullañ hent hervez o barregezhioù, pourchas skoazell da vont war-raok hag harp startoc’h evit ar re o deus ezhommoù brasoc’h.

Anat eo ez eo un hent uhelvennek ha diaes, anat ivez e rankomp bezañ a-unan evit gellout en diraez. A-unan oc’h ober gant ar brezhoneg hag o sevel a-du gantañ. A-unan evit ma c’hello holl familhoù Breizh er c’hoanta kaout un deskadurezh dre ar brezhoneg evit o bugale.

Fiziañs am eus hiziv o welout ar pennad hent a zo bet graet, o welout ez eus bet tapet skiant gant ar skipailh hag ez omp aet war-raok. “Ar werin galonek a vezo uhelaet, setu lezenn Nomenoe” a skrive Jakez Riou en e bezh-c’hoari brudet. Salv ma teuio e gomzoù da wir ! Bevet Skolaj Diwan Jakez Riou !

                Padrig.

A-gleiz da zehou : Naig Gars, Loic Philippon, Nadine Urvoas, Armelle Huruguen, Padrig, Gilbert Cabon, François-Gaël Rios, Fanny, Philippe Gastoud.

Tremenet eo brav ar gouel gant amzer gaer... Gouel ar blijadur da gejañ gant tud o deus graet hent ganeomp ha da welout abadennoù prientet gant hor skolajidi a-vremañ, gant skolajidi gent ha gant arzourien liesseurt...

Un tamm tañva da heul eus spered an devezh-se...

Logo Diwan bev !

Ur vodadeg a feson...





Nolwenn Korbell eilet gant Didier Dréau

Telennourezed ampart

Da vat gant o zon...

Korollerez ar flamenco...

Dañs a-vremañ...


Dañs Country

Hor rapourien...
Rapourien ar c'harter : Local Muzik


Ton-bale gant Kenan ha Youenn


Ur skipailh chichant da derriñ naon an dud...

Div c'hoar a-unan...


Ar mestr Mael, kaner ha telennour...


Billon, Kergourlay, gavotenn ar menez yac'h, mod Loeiz Roparz...
Degemer