Ur vleunienn war askell an avel
Deuet eo Mai Ewen div wech da welout ar re 6 vet, ur wech e Koadloc'h, nepell diouzh loj ar saboterien evit displegañ penaos he doa savet he romant : hedadoù Mai Ewen a laboure kredapl er c'hoad-mañ, ha pa oa bihan e oa ur saboter a bromete dezhi botoù koad ruz, met ne felle ket dezhi al liv ruz, liv an diaoul ! (ar pennad a zo bet lakaet en he levr, pajenn 19). Mod all, loj ar saboter treset el levr ne oa ket heñvel ouzh an hini savet gant tud Skaer er c'hoad !
Antronoz, da 2 eur e oa Mai Ewen e sal liesimplij ar skolaj dirak 50 a vugae 6ved ha 5ved. Sioul ha digomz e oa an holl evit klevout mouezh vunut Mai Ewen a responte gant fent d'ar goulennoù savet gant Sten : perak e oa ken trist ar fin ? Petra eo deuet Veig da vezañ ? Petra oa ar pep pouezusañ : taolenniñ mare an dukez Anna, pe kontañ istor ur plac'h yaouank kaezh kaset da Naoned ?