Gouel ar sonerezh e Kemper hag e Konk-Kerne
E Kemper e oa ar rapourien war leurenn "rock ha rap" da 6 eur noz, 250 a dud, abadenn degemeret mat gant an dud hag aozet mat-tre gant ti-kêr Kemper ha Rachid.
E Konk Kerne da 9.30 e oa Pauline war al leurenn er gêr gloz evit un abadenn "dañs eus ar sav-heol" hag ar strollad Prim o seniñ a-dreñv ar c'hoc'hu. Louri, Glenn Piriou a sone gant Malo Adeux ha Meven Cabon. Ha da 10 eur e oa Krista o rapiñ war al leurenn "rap" e-kichen mogerioù difenn ar gêr gloz.