Kendoniañ ar skipailh a-barzh kregiñ...

Diriaou e oa bodet e Skolaj Diwan Gwiseni skolajidi 5vet ha 4re klas pemp skolaj Diwan : ar Releg, Gwiseni, Jakez Riou, Plijidi ha Gwened.

War zaou hanter e oa aozadur an devezh, a bep eil war an aod hag er skolaj hag er vourc'h. War an aod ar sport hag er vourc'h ar eskemmoù hag ar c'hoarioù yezh.

Evit sachañ mat war ar fun e rank al lusk mont a-unan.

Un  devezh kaer eo bet, aozet mat, ha plijadur 'forzh pegement hon eus bet o welout skolaj Gwiseni hag oc'h ober anaoudegezh gant yaouankizoù skolajoù all Diwan. Chañs ivez p'en doa an heol dispaket mat e lagad en deiz-se, aesoc'h a-se eo bet d'ar c'hoarierien rugbi strobet en em sec'hiñ un tamm goude o splujadennoù e poulloù dour ar palioù... A-unan e oa re Gemper o lavarout e oa staliet skolaj Gwiseni en un endro kaer dispar...

Pêr, tredeog aketus, rampet mat.

Redadeg mouchet war an aod...

Emgavioù prim ha prim, plijadur 'zo bet...

Anavezout pennadoù sonerezh...

C'hoarioù aozet gant ar skolajidi o-unan, dreist !

Estreget e salounioù an Teksas e c'hoarier poker...

Displegerien varrek ur c'hrogad mell-droad selaouet aketus gant Jil.
Degemer