Kizellañ e trede klas
A-hed ar bloavezh-skol ez eus bet savet a bep seurt traoù e-pad ar c'hentelioù arzoù ar gweled (sed aze an anv nevez, echu eo gant "arzoù-kaer"!). Evel-just eo a-bouez bezañ gouest da dresañ, da livañ, da anavezout un nebeud luskadoù arzoù hag anvioù un nebeud arzourien. Evit echuiñ ar bloaz o deus gellet an 3deidi pleustriñ war un obererezh diaes da vat : kizellañ an hini eo.
Bep a damm betoñs, binvioù liesseurt (morzhol, kizell, livn, paper-traezh, un heskenn zoken...) ... Ha bec'h dezhi! Da bep hini da glask sevel un dra a glote gant ar raktres en doa treset, da livañ ar betoñs evit ar re a fell dezho. Trouz a zo bet er sal, poultrenn o nijal e pep lec'h met deuet eo brav gant lod brasañ an dud.