Un dro e Fouenant...
Setu fotoioù an droiad a oa bet dec'h
1- ecotri (Ekodibab) : hentet omp bet gant daou zen o deus diskouezet deomp labour ar c'hant den a labour amañ e Fouenant : dibab, renkañ, flastrañ ha kas da bep lec'h, e Bro-C'hall hag en Europa. Ar seier plastik melen zoken a vez flastret evit adober seier all !
2- war vord ar mor, e Mousterlein : goude bezañ sellet ouzh al laboused mor, klasket kranked ha traoù degaset gant an dud, setu an arzourien oc'h ober landart gant ar pezh a zo bet dizoloet.
Goude hon eus dizoloet an hent evit an dud nammet a zo e-kichen
Ti ar Geunioù gant Lulu, buhezourez Natur he deus desket
brezhoneg gant he mamm-gozh. Brezhoneg Fouenant neuze, met komprenet gant an holl ! War-lerc'h hon eus selaouet al laboused hag e oa ur bern deus outo ! Pintiged, brini, sparfelled bras, chif-chafed,
turzhunelled, pichoned....