Catherine Marc a zo deuet teir gwech e 5vet klas evit lakaat ac'hanomp da skrivañ gant gerioù skrivet gant ar c'hlasad e-pad daou viz ha lakaet e-barzh ur voest. Dizoloet eo bet ar gerioù ha skrivet ez eus bet kalzik a destennoù (doare skrivañ aotomatek gant 60 ger disheñvel), da c'houde pennadoù kazetennoù gant gerioù roet deomp, a zo bet savet, hag evit echuiñ doare "kelanoù c’hwek" gant un destenn skrivet gant 14 skrivagner disheñvel...
Setu un tañva eus ar pezh a zo bet graet hag a vo embannet evit gouel karter Penharz.



Un darzhadenn
Un darzhadenn a glevan eus ma c'hambr. Met piv eo ? Kevin, mab an amezeg droch, 7 vloaz, atav prest da zihuniñ ar c'harter, o wallgas ar chas gant e bistolenn dour ! Ya, na plijout a rafe din kaout ur bistolenn-dour me ivez evit lazhañ mab an amezeg ! Met penaos lakaat dour zomm e-barzh ?  Kemeret 'm eus ur bistolenn dour hag e lakin soubenn e-barzh. Ret e vo kaout ur fuzuilh marteze, mod-se e varvo Kevin !

Le pétard
J'entends un pétard de ma chambre. Mais qui est-ce ? Kevin, le fils de mon insupportable voisin, 7 ans, toujours prêt à réveiller le quartier et qui maltraite les chiens avec un pistolet à eau. Oui, ça me plairait d'avoir un pistolet à eau aussi pour tuer le fils du voisin ! Mais comment y mettre de l'eau chaude ? J'ai pris un psitolet à eau, et j'y ai mis de la soupe. Il faudra peut-être aussi un fusil, comme ça, il mourra !

Prenañ
Prenañ un dra evit bezañ eürus, ya, met petra prenañ ? Ret eo prenañ traoù a lak ac'hanout da vezañ eürus. Ha ma n'eus netra a lak ac'hanout da vezañ laouen, na bren netra !
Met bep tro ma vez un dra a blij dit, neuze eo ret dit klask. Eus Naoned betek New York evit kavout un dra a blij dit. E Gourlizon ? Un Tamagochi ? Un Teletubbies e feur ? Djipsi ?

Acheter
Acheter une chose pour être heureux, oui, mais quelle chose ? Il faut que tu achètes quelque chose qui te rende heureux. Et s'il n'y a rien qui ne te rende heureux, alors n'achète rien ! Mais chaque fois qu'il y a quelque chose qui te plaît, alors il faut que tu cherches. De Nantes à New York pour le trouver. A Gourlizon ? Un Tamagochi ? Un Teletubbies en peluche ? Un Djipsi ?




Mignoniezh
Ar vignoniezh a zo un dra vurzhudus. Peogwir eo plijus evit c’hoarzhin. Tu'zo lavarout ur bern traoù an eil d'egile ha debriñ madigoù. Madigoù gant blaz Ananaz ? Blaz ar C'harambar ? Blaz an hiraezh ? Dragibus ? Gant blaz an amzer gollet ne zistroio biken ?
Gant ur mignon e c'hellomp dañsal ar salsa, an hip hop, ar polka, pe ar mambo.

Amitié
L'amitié est une chose magique. Parce que c'est agréable de rire. On peut dire beaucoup de choses à l'autre et manger des bonbons. Des bonbons au goût
d'ananas ? Des Carambar ? Le goût de la nostalgie ? Des Dragibus ? Avec le goût du temps perdu qui ne reviendra jamais ?
Avec un ami on peut danser la salsa, le hip hop, la polka ou le mambo !

Degemer