Abaoe un nebeud mizioù omp boas da welout an dinozored houarn o tebriñ betoñs ar savadurioù e porzh Pikardi ha nevezik 'zo e traoñ straed Vañde. Eus tu sal sport lise Kerne ez eo bet digoret ar straed dre ur c'hroashent-tro. Muioc'h digor eo ar c'harter... Distankoc'h an dud ennañ ivez. Ha ni en hon enezennig e-kreiz an turmud bras a vag ar spi e vimp e kalonenn un danvez karter adnevezet a zoare ma kavimp ennañ lec'h da skoliata ha da reiñ bod evel m'eo dleet d'hor skolajidi...

    Ar bernioù atredoù a servijo da ziazez d'an hentoù bras...


Degemer