Dom Duff e Penharz
Dilun tremenet e oa deuet Dom Duff da Benharz d’ober un abadenn kan ha son evit skolaj Diwan Jakez Riou hag ar re o doa c’hoant dont. Startijenn ‘oa. An holl ‘oa o stlakañ ‘barzh o daouarn, o kanañ… Plijus ‘oa selaou un den a gane hag a sone gant ar gitar abaoe muioc’h eget 15 vloaz. Kroget en deus e dennad-hent er strollad « DIWALL ». Goude-se en em zistag Dom Duff diouzh ar strollad evit kanañ ha seniñ e-unan. E 2003 ec’h embann e albom kentañ : «STRAED AN AMANN ». Dont a ra da vezañ brudetoc’h-brudetañ, hag embann a ra un albom all anvet : « LAGAN » e 2005. D’an 11 a viz C’hwevrer e teu d’ober un abadenn “live” e Kemper, lec’h m’en deus graet berzh bras. Echuet eo an abadenn war-dro 9.30.
Chloé