Fest-noz Kalanna 2024
Kalanna Fest-Noz 2024

Salud deoc’h,

Emañ Fest-noz vras Kalanna o tostaat, aozet gant Skolaj Diwan Kemper.

Un devezh gouel hag un darvoud dibar evit brudañ ar skolaj, ha rouedad Diwan a-bezh.

1200 den gortozet (da nebeutañ…)
Amañ stag al liamm evit klokaat an ezhommoù, ha liamm al lec’hienn : https://www.fest-noz-kalanna.bzh/

Gant ar spi e teuio niverus ar skolajidi hag o ziegezh emaomp.
Trugarez da skignañ al liamm ar muiañ ar gwellañ.

Mat da c’houzout :

  • Mont e-barzh digoust evit an dud a-youl vat ha digoust < 18 vl.
  • Bilhedoù krampouezh hag evaj roet d’an dud a-youl vat.
  • Posupl eo mont d’ar fest-noz evit ar fiskoan (priz 30€ / 36 €) pe da zegas e voued.
  • An holl c’hounidoù a vo treuzkaset d’ar rouedad war-eeun war anv skolaj Diwan Kemper hag ar skolioù a gemero perzh.

Muioc’h a ditouroù : Mark : 06.62.37.15.57
https://www.fest-noz-kalanna.bzh/
https://www.facebook.com/KalannaKemper/
https://www.instagram.com/festnozkalanna/

Degemer