Sellet o deus an dileuridi glas ouzh an teul film "Demain", savet gant Cyril Dion ha Mélanie Laurent. Ar pal a oa dizoloiñ peseurt diskoulmoù 'zo diskouezet er film evit bevañ gwelloc'h en dazont gant cheñchamant an hin.

5 tem a zo er film : deskadurezh, demokratelezh, energiezhoù, labour-douar hag ekonomiezh.

An dileuridi glas o deus savet skritelloù diwar an notennoù o doa kemeret e-pad ar film evit diskouez petra 'zo bet graet dija hag a c'hellfe bezañ graet bremañ e kêrioù pe broioù all.

Trugarez da Glenn, Eflamm, Gwenais, Maël, Amaya, Colin, Malo, Boris ha Gwenole evit bezañ kemeret perzh !

Bodad Glas
Bodad Glas
Bodad Glas
Bodad Glas
Bodad Glas
Bodad Glas
Bodad Glas
Bodad Glas
Bodad Glas
Degemer