Dec'h goude-merenn e oa Kross ar skolaj 'ba stad Nicolas Kervahut (Kemper).

Ar skolajidi (hag ar skipailh!) 'zo bet kalonek. Ur barrad glav 'zo bet war an hent ... met redet o deus memes tra!

Da gentañ e oa ar redadeg a-stroll : strolladoù etre 3 ha 5 skolajiad oc'h ober atalieroù hag o redek etre pep atalier. 

War-lerc'h e oa ar c'hross hiniennel : gourc'hemennoù da Malo hag Ewen (5ved), Aelig (4re) ha Kaourant (3de) hag a zo erruet da gentañ (pe da eil met tost-tre d'an hini kentañ...!!) evit o rummad. 

Plijus e oa an aergelc'h : ar re "gozh" a oa o kalonekaat ar re vihan ha cheñch tu war-lerc'h evel-just! 

Trugarez d'ar gelennerien sport evit an aozadur. Nullet e oa bet ar c'hross warlene abalamour d'an amzer fall met deuet omp a-benn da aozañ an abadenn ar bloaz-mañ.  😁👍

Kros 2024
Kros 2024
Kros 2024
Kros 2024
Kros 2024
Kros 2024
Kros 2024
Kros 2024
Kros 2024
Kros 2024
Kros 2024
Kros 2024
Kros 2024
Kros 2024
Kros 2024
Kros 2024
Kros 2024
Kros 2024
Kros 2024
Kros 2024
Kros 2024
Kros 2024
Kros 2024
Kros 2024
Kros 2024
Degemer