Graet eo !
Abaoe un nebeud sizhunvezhioù emañ tud er skipailh o labourat evit kaout ul label « Kevatalded paotred/merc’hed ». Pedet eo bet Erwan, Aëla, Tivizio, Mona ha Léa e Lise Pierre Gueguin e Konk-kerne.

Kemeret o deus ar gaoz evit kinnig d’ar skolajoù all ar raktresoù kaset a-benn war an tem-mañ er skolaj : Dasparzher serviedennoù higienek e privezioù ar merc’hed, henchañ graet e 4re/3de o prederiañ kemer-kil war ar stereotipoù, labour war ar Vuhez-skol evit reiñ ur plas kevatal d’an holl war ar porzh… A-drugarez d’an eskemmoù hon eus bet kalz a vennozhioù nevez hag an holl a zo menned evit kenderc’hel gant ar raktres !

Kevatalded merc’hed/paotred
Kevatalded merc’hed/paotred
Kevatalded merc’hed/paotred
Degemer