Barzhoneg
Goulennet e oa bet digant skolajidi ar 4re sevel pep a varzhoneg diwar skouer "An alc'houez aour" gant Anjela Duval. 6 poz 4 gwerzenn 12 troatad gant klotennoù dibenn a-b-a-b. Deuet eo brav gant lod anezho, Oanell en o zouez. Setu amañ he barzhoneg, "Ar mor a garan".
 

Ar mor a garan

Me 'blij din trouz ar mor
Pa sklap ouzh ar reier
O tiskouez e fulor
O yudal e daerder

Pa deu splann an heol
Ar c’houmoul redet pell
Ha sioulder a-greiz-holl
Hep ur bouchad avel

Liv an dour o sklaeraat
Kregin brav o lufrañ
An oabl glas o kaeraat
Trouz ar mor o kanañ

Ur gouelan o nijal
Dispak e zivaskell
Ar bigi o tañsal
Fromet on gant ar gwel

An heol o tiskenn
Setu an oabl ruz-tan
‘Raok an deñvalijenn
Pe gouloù al loar-gann

Em fenn ar santimant
Bezañ en un hunvre
Sebezet e choman
Gant ar gweledva-se


Oanell Gargan

 
 
Degemer