Chakod deiz
D'ar Gwener 29 e oa bet ar c'hwec'hvedidi e Loperhet evit ar "Chakod Deiz". Tem ar bloaz-mañ a oa "Spontus".
Labouret o deus kalz gant Marine, o c'helennerez war ar brezhoneg, ha gant Manon Renault, sevenourez filmoù.
Setu an 3 film a zo bet dibabet evit kemer perzh er Chakod Deiz:
. "Spontus karrez"
. "Cheñch penn d'ar vazh"
. "Dianket"
180 skolajiad ha lisead a oa. Sellet hon eus ouzh tout ar filmoù ha setu ar prizioù a zo bet roet gant ar juri :
SARDINENN AOUR AR CHAKOD DEIZ
Mallozh Sevenet gant skolaj Meskoad LANDERNE
SARDINENN ARC’HANT AR CHAKOD DEIZ
Ouzh taol Sevenet gant skolaj Pierre Brossolette BRUZ
JURI : Mikael Baudu (produer), Mikael Bernadat (sevener ha frammer), Sterenn Bodennec (kenurzhierez Canal Ti Zef), Tangi Merien (komedian, sevenour ha kaner) ha Justine Morvan (komedianez, sevenerouez ha kanerez).
Klikit war al liamm amañ dindan evit sellet ouzh ar filmoù :
https://emglev-bro-dz.bzh/kenskrivadeg-filmou-chakod/