Goude-merenn e oa stalioù e brezhoneg kaset gant ar gasourien, ar skoazellerien hag ar gelennerien evit kas ar preder war implij ar brezhoneg er skolaj.

Ar bevareidi hag ar c’hwec’hvedidi o deus kemeret-perzh er sizhun-mañ hag ar re drede ha pemved a gemero-perzh er sizhun a zeu.

Stalioù e brezhonegStalioù e brezhoneg
Stalioù e brezhonegStalioù e brezhonegStalioù e brezhoneg
Stalioù e brezhonegStalioù e brezhoneg

Lañset hon eus an abadenn gant ur c’hoari ( Din an dorn, Divin prim, Piv on? , Bak bihan ...) ha da eil e oa ret stadañ plas ar brezhoneg er skolaj hag al liamm a vez gant pep hini gant ar yezh. Pep hini en deus skrivet dianv e live (- - , -, +, ++ )war ur «post-it» ha goude int bet peget ouzh an daolenn gant ar goulennoù.

War-lerc’h e oa bet lakaet 5 follenn A3 ouzh an taolioù gant pep a c’houlenn skrivet warno. Rankout a rae ar skolajidi respont d’ar goulennoù o skrivañ bewech un dra disheñvel ouzh ar re all.

Hag evit echuiñ ez eus bet ur pennad kendiviz gant an dud gour a gonte d’ar skolajidi « penaos ha perak o deus desket brezhoneg », «perak o deus choazet labourat ´ba Diwan », ...

 

Frouezhus-tre ha dedennus-kaer e oa ar prantad-se! 

 

 

Degemer