Prantad kizidikaat diwar-benn ar surentez war varc'h-houarn
Bep 2 vloaz e teu ar "Prévention routière" hag ar "Comité départemental de cyclotourisme du Finistère (CODEP)" e liamm gant Kuzul departamant Penn-ar-Bed da gas un hanter-devezh gant ar bemvedidi hag ar c'hwec'hvedidi evit kizidikaat anezho war ar surentez war varc'h-houarn. Leun a jiletennoù velen a oa neuze war ar porzh dilun paseet!