Yer kenfinet ?

Ha n'eus ket tra-walc'h gant ar C'hovid ? Setu bremañ ar virus H5N8 war ar yer!

Na rit ket bil, n'int ket klañv ha ne c'hell ket ar virus bezañ paket gant Mab-den.

En diarbenn, chom 'rae deomp ar choaz etre kenfinañ anezho en o loch pe lakaat anezho en ul lec'h gwarezet gant ur roued a-uz d'o zachenn.

N'omp ket evit kenfinañ yer! Divizet hon eus kentoc'h lakaat anezho en ul lec'h gwarezet, gant geot....hag aer fresk!

Distreiñ 'raio Erc'h ha Ludu er skolaj pa vo tremenet ar c'hleñved-mañ, an abretañ ma c'hellimp!

 

Degemer