Dibenn bloaz
Achuet eo ar bloavezh-skol ! War-lerc'h un ehan divoutin en nevezamzer, talvoudus bras eo bet distro an holl er skolaj e miz Even.
Tro o deus bet ar skolajidi 3de da vont betek penn o raktres sevel klud ar yer. Kroget 'oa an traoù e penn-kentañ 2020 pa oa bet aozet ur genstrivadeg e-kerzh ar c'hentelioù teknologiezh. Pep strollad en doa kinniget e raktres ha tro o doa bet ar skolajidi hag ar skipailh pedagogiezh da votiñ evit ar c'hlud gwellañ. Pa oa deuet poent kregiñ gant al labour pleustrek 'oa en em gavet ar C'hovid 19 'b ar vro ha serret ar skolaj da-heul. E miz Even 'oa deuet skolajidi a-youl vat evit achuiñ o raktres. Peadra da welet n'eo ket aes bepred lakaat e pleustr. 'Benn ar fin hon eus gallet degemer ur yar en he lojeiz nevez flamm. Prest 'vimp e miz Gwengolo, stummet 'vo ar skolajidi evit gouzout penaos magañ mat ar yer gant restachoù ar predoù. Un doare all, ouzhpenn ar rotel, da lakaat da zigresk al lastez ! Gourc'hemennoù d'an div Anouk, Yuna, Aziliz ha Mazeas.
Ur strollad all (Loeva, Nolwenn, Koridwen hag Azilis) o doa kemeret amzer evit sevel un dresadenn en oaled. Kavet ganto diouzhtu an tem, un dremm masklet evel-just ! Ha brav an disoc'h 'vat. Un hengoun eo deuet da lakaat ar re 3de da leuskel un dresadenn war o lerc'h en oaled.
Plijadur zo bet dimeurzh tremenet, aozet 'oa bet gant an dredeidi c'hoarioù ha dañsoù evit achuiñ brav ar bloavezh skol.
Ha kimiadet hon eus gant Sophie, Hélène, Manuella, Mylène. Trugarez evit o labour er skolaj !