Kros an UNSS e Karaez - Merc'her 4/12/2019
Setu bilañs ar c’hros oa bet e Karaez e miz Du.
Trugarez vras da'r gerent, tud ha tud-kozh ar vugale da vezañ kemeret perzh en 2 gros.
Hag evel-just trugarez vras da’r skolajidi evit o youl da redek en anv hor skolaj gant imor vat ha startijenn !
Test eo ar gelennerien DKS eus ar sinoù kalonekat, skoazell, kengred etre ar skolajidi, pezh zo brav rak kemer perzh ha kaout plijadur eo ar pouezusañ e degouezhioù a-seurt-se.
Disoc’hoù ar c’hros :
Bidoc’higezed / Bidoc’higed
Rosalie : 31vet/209 / Gwerlan : 95vet/297
Zélie : 69vet/209 / Titouan : 149vet/297
Onenn : 94vet/209 / Jean : 192vet/297
Margot : 97vet/209 / Loeiz : 199vet/297
Yuna : 173vet/209 / Nael : 202vet/ 297
Skipailh Rosalie, Zélie, Onenn, Gwerlan ha Titouan a’n em gav en 31vet plas diwar 61 skipailh ha skipailh Margot, Yuna, Jean, Loeiz ha Nael zo erruet 52vet/61. Ne gemerimp ket perzh e kros an Akademiezh rak n’eus ken nemet ar 16 skipailh kentañ a ra.
Kalonekaüs eo an disoc’hoù-se p’eo 6veidi an darn vrasañ eus hor rederien !
Mousezed / Moused
Erell : 10vet/164 / Malo : 94vet/235
Anna : 29vet/164 / Elouan : 97vet/235
Lou-Ann : 64vet/164 / Soig : 124vet/235
Gwenola : 77vet/164 / Lomig : 151vet/235
Enora : 152vet/164
Youna : 155vet/164
Skipailh Erell, Anna, Lou-Ann, Malo hag Elouan zo erruet 15vet/47, ha skipailh Gwenola, Enora, Youna, Soig ha Lomig 36vet/47.
Ur c’heloù mat : ar 15vet skipailh a redo e kros ar rannvro a vo dalc’het da’r Merc’her kentañ (da’n 11 a viz Kerzu) e Ifigneg en Aodoù-an-Arvor.
Ur skipailh aet e-barzh a zo ennañ 6 reder (3 flac’h ha 3 faotr) memes ma vez kontet ar poentoù gant 5 reder. Ha neuze eo Soig ar 6vet reder barrek da vont (3de paotr gwellañ).
Er skipailh a yay da Ifigneg e vo Erell, Anna, Lou-Ann, Malo, Elouan ha Soig. Gourc’hemennoù dezhe !!!
Ha gourc’hemennoù adarre da’n holl re o deus kemeret perzh !