Hiziv 'oa degemeret er skolaj Jimmy Djmrabaye, David Jackson ha Charly Kernaleguen.

Ar sizhun paseet oa bet skolajidi 4re Glas da sal an UJAP evit c'hoari basket ganto ha hiziv 'oant deuet evit heuliañ ur gentel brezhoneg gant ar skolajidi.

Prientet 'oa bet gant ar skolajidi goulennoù en em ginnig e brezhoneg, o tremen dre ar saozneg pa ne oa ket sklaer an traoù.

Plijadur zo bet !

Trugarez vras d'an UJAP, profet o deus d'ar skolajidi plasoù evit mont da sellet ouzh ar match Kemper vs Riesel 'benn disadorn.

Eskemm gant an UJAP
Eskemm gant an UJAP
Eskemm gant an UJAP
Eskemm gant an UJAP
Eskemm gant an UJAP
Eskemm gant an UJAP
Eskemm gant an UJAP
Degemer