Tresadenn dibabet evit sweat-shirt ar skolaj
Dec'h 'oa en em vodet ar juri evit dibab an dresadenn 'vo lakaet war sweat-shirt ar skolaj.
Diriaou dremenet 'oa bet lakaet ar skolajidi da votiñ.
Hag aet eo ar maout gant un dresadenn savet gant Yann Bozec eus Douarnenez. Gourc'hemennoù dezhañ !
Trugarez vras d'an holl o deus kemeret perzh evit kinnig tresadennoù. Traoù brav eston a bep seurt zo bet graet! Emaomp o prederiañ evit gwelet petra 'c'hellimp ober gant tresadennoù all.
Meur a liv 'vo kinniget (du, glas, gris, roz, ruz teñval...).
Kavit amañ-dindan an urzh-prenañ.
Urzh-prenañ / Bon de commande.