Km ar skolaj - Deuit niverus !

Km ar skolaj - Deuit niverus !

Kanaouenn ar Redadeg :

Redadeg 2016

Uchta, Redadeg,

Redek evit ar brezhoneg

Huch 'ta ! Redadeg,

Redek a rimp e brezhoneg

Ar re vras hag ar re vunut

Hag ar re a gav gwell chom mut

Rabezh an dud e Breizh a-bezh

A ganay hag a lakay bec'h !

A pa vehec'h gwenn, a pa vehec'h du

Melen pe ruz pe gwenn-ha-du

Dait geneomp àr an hentoù bras

Fonnapl hon eus Hor yezh da gas !

E Sant-Ervlan 'tal ar Liger

E treuzimp ar vro a boz-kaer.

E Lokoal a pa arruimp

E vo fiskal ar fest a rimp !

Savit ho treid e brezhoneg

Yaouank, ha kozh, treut pe postek

Dañsal a rimp, kanal a rimp

Ha get plijadur e redimp !

Degemer