WYN MORGAN ER SKOLAJ

Kembre gembraek ha buhez skol.

Bet eo hiziv Wyn Morgan oc'h eskemmañ gant hor skolajidi 4re ha 3de.

Kelenner war ar c'hembraeg eo eñ e Llandovery College e kornôg Bro-Gembre.

E karg eus ar c'helenn kembraeg zoken.

Komzet en deus deomp eus e skol hag eus an holl sportoù, danvezioù, arnodennoù kinniget eno.

Eskemmet en deus gant hor skolidi diwar-benn ar boazioù bevañ ar skol.

Souezhet eo bet ar skolidi gant lod eus ar reolennoù pe ivez gant dasparzh ar mareoù skol ha vakañsoù pe zoken dasparzh ar c'hentelioù e-kreiz an devezh skol.

Un nebeud gerioù kembraeg ivez: Bore Da, bendigedig, Swmae...

Plijadur zo bet o tistagañ an gerioù hag o kanañ gerioù saludiñ war ton Breurig Jakez.

Diolch Wyn evit ar weladenn blijus-mañ da Wener ar vakañsoù.

Pennad savet gant Ninnog LATIMIER (kelennerez war ar saozneg).

Degemer